Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Al label 1 gant Brec’h

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn ha Paul Baudic

Ya d'ar brezhoneg 17/02/2014

Brec’h he deus resevet label 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg hag he deus divizet mont war-zu al label 2.

D’ar 14 a viz C’hwevrer 2014 he deus roet an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, label 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg d'an ao. Paul Baudic, maer Brec’h.

6 ober a zo bet kaset da benn gant ar gumun m’eo skoliataet 120 skoliad er c'hentañ derez divyezhek (en o zouez 30% eus skolidi ar gumun enskrivet er skol-vamm).

Ouzhpenn-se he deus divizet kêr Brec’h mont war-zu label 2 ar garta en ur zibab 6 ober nevez. Staliañ plakennoù-straed divyezhek ha diorren plas ar brezhoneg e bed ar vugaligoù zo e-touez an oberoù dibabet.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob