Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Tuta danvez-skolaerien evit ar skolioù Diwan

Web gwelet en he brasañ

Kelenn d'an oadourien 11/02/2014

Digor eo an enskrivadurioù d’ar Master Desaverezh ha Stummadur – Kelenn divyezhek dre soubidigezh 1añ derez

E kenlabour gant Skol-veur Perpinyà-Perpignan e kinnig Kelenn, kreizenn stummañ Diwan, stag ouzh Ensavadur-meur Yezhoù Republik Frañs, ur Master Desaverezh ha Stummadur MEF – Kelenn dre soubidigezh brezhoneg-galleg.

Evit kemer perzh er studioù-se e ranker bezañ tapet un aotreegezh ha mestroniañ ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid.

1110 eurvezh labour a yelo d’ober ar stummadur-mañ adalek miz Gwengolo 2014 betek miz Mezheven 2015.

Stummadur digoust evit ar studierien (koust kemeret e karg gant Diwan). Mod-all e vez kinniget gant Rannvro Breizh yalc’hadoù evit stummañ kelennerien (stignad Skoazell).

(Tu vo da gejañ gant tud Kelenn e Kemper e-pad an dorioù-digor a vo dalc’het d’ar Sadorn 5 a viz Ebrel 2014 etre 2 ha 5eur).

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0