Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Roazhon a sin live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Gaëlle Andro ha Lena Louarn

Ya d'ar brezhoneg 06/02/2014

Lid-sinañ live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kêr Roazhon a zo bet dalc’het d’ar Meurzh 24 a viz C’hwevrer 2014.

Lid-sinañ live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kêr Roazhon a zo bet dalc’het d’ar Meurzh 24 a viz C’hwevrer 2014 en ti-kêr dirak an it. Gaëlle Andro, eilmaerez 1añ hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik.

Goude bezañ bet al label live 1 e 2008 ez eus fellet da gêr Roazhon mont pelloc’h evit diorren implij ar yezh en ur zibab 8 ober nevez da gas da benn ac’hann da 3 bloaz.

Lakaat a raio kêr Roazhon ar pouez war diorren ar brezhoneg er skolioù dre staliañ un eil lec’hiad kentañ derez Diwan e 2014 ha dre labourat evit ma vo digoret un hentad divyezhek e skol bublik ar C’hourrouz a zigoro e 2015. Tostaat d’ar 1000 bugel skoliataet en un hentad par-ouzh-par pe dre soubidigezh, eus ar skol-vamm betek al lise, a vo gallet ober e kêr Roazhon diwar-se. Digeriñ ur vagouri divyezhek a zo bet lakaet da bal war ar marc’had.

Lakaat ar brezhoneg war wel er vuhez foran a vo un ahel pouezus all : lakaet e vo panelloù divyezhek e-diavaez hag e-diabarzh ar savadurioù publik, ha diwar vremañ e vo divyezhek kement plakenn-straed a vo staliet. Ur pennad divyezhek a vo embannet e kannadig an ti-kêr bep miz ivez.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0