Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ar re yaouank hag ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Arsellva 07/02/2014

D’an 21.01.14 e oa bet embannet ur studiadenn gant KRTY Breizh e kenlabour gant OPAB.

Web gwelet en he brasañ Naufalle Al Wahab, KRTY Breizh, Catherine Bouroulleg, Arsellva Implij ar Yezhoù, Elie Gwegen prezidant KRTY Breizh

Ul lodenn eus ar studiadenn tribloaziek-mañ, “ar re yaouank hag o strategiezh kelaouiñ”, a denn d’ar re yaouank, ar brezhoneg hag ar gallaoueg. KRTY Breizh zo aet e darempred gant Arsellva Implij ar Yezhoù evit kenlabourat war al lodenn-se.

Diwar 3914 goulennaoueg ez eus bet labouret. Meur a ditour talvoudus zo deuet war wel.

Da gentañ, ar braz eus ar re yaouank (15-29 bloaz) a anavez un den tost dezho a oar brezhoneg (73% e Penn-ar-Bed, 60% e Aodoù-an-Arvor, 52% er Mor-Bihan ha 43% en Il-ha-Gwilen).

Web gwelet en he brasañ

Da eil emañ ar vrezhonegerien yaouank o chom e kêrioù bras kentoc’h (37% anezho), muioc’h eget ar re na ouzont ket brezhoneg (18%). Er c’humunioù bihan avat (dindan 2000 annezad) n’eus nemet 13% eus ar vrezhonegerien (21% eus ar re na ouzont ket brezhoneg). Un dra nevez eo evit ar brezhoneg.

Tud diplomet eo ar vrezhonegerien yaouank ivez : 88% anezho o deus ouzhpenn ar vachelouriezh (46% evit an nann-vrezhonegerien).

Tra ziwezhañ, barrekoc’h war ar yezhoù int eget ar re n’o deus ket bet a vrezhoneg pa oant bihan : 60% anezho a lavar int gouest da gomz 2 yezh all estreget ar brezhoneg hag ar galleg (30% evit ar re na ouzont nemet galleg).

Evit ar gallaoueg e teu war wel n’eo ket ken anavezet : 82% eus ar re yaouank a lavar n’o deus klevet gallaoueg tro-dro dezho. 49% a lavar e ouzont ez eus eus ar gallaoueg memes tra. 1 den yaouank diwar 10 a zisklêr e oar un tamm gallaoueg (8% a anavez gerioù dre gomz, 1% o deus ur varregezh mat a-walc’h war ar gallaoueg, 1% ur varregezh mat-tre).

Ur studiadenn dalvoudus neuze a vefe mat adober en dazont evit gwelout an emdroadurioù.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0