Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Antr a ya gant Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn ha Jean-Luc Le Drenn

Ya d'ar brezhoneg 23/01/2014

D’an 18 a viz Genver 2014 e oa bet sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » gant kumun Antr.

Sinet eo bet ar garta gant maer Antr, an ao. Jean-Luc Le Drenn, hag an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh e-karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, dirak an ao. Jacques Lebreton de Vonne, dilennad dave ar garta, hag un 30 den bennak (dilennidi, tud e-karg kevredigezhioù...).

5vet kumun al Liger-Atlantel o vont gant “Ya d’ar brezhoneg” eo. 3 zra dibar zo d’ar sinadur-mañ. Da gentañ eo ar gumun a zo gant ar muiañ a oberoù en departamant (11 en holl). Da eil ez eus bet divizet gant ar guzulierien-kêr dibab an ober war ar brezhoneg hag ar vugaligoù. Ur gevrat-kefridi zo bet sinet etre ar gumun hag an Ofis Publik ivez, an hini gentañ el Liger-Atlantel.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0