Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Muzilheg

Web gwelet en he brasañ

Keleier 13/01/2014

Muzilheg eo ar gumun gentañ eus ar gumuniezh-kumunioù « Gwareg Su Breizh » o kemer an diviz ofisiel da ziorren ar brezhoneg e buhez pemdez hec’h annezidi.

D’an 13 a viz Kerzu eo deuet eta da vrasaat bodad ar 167 kumun eus Breizh bet sinet ar garta.

Sinet eo bet ar garta, dirak dilennidi ar gumun hag un daou ugent bennak a dud, gant an ao. Bernez al Lan, eilmaer, dilennad dave evit Ya d’ar brezhoneg hag an ao. Ronan Postic, eus Ajañs diorren an Ofis Publik.

War al lec’h e oa ivez ur bern skolidi eus hentad divyezhek skol Santez Bernadeta. 2 vloaz zo e oa bet digoret an hentad-se hag ennañ emañ en tu-hont da 10 % eus bugale skolioù-mamm ar gumun bremañ.

Dibabet en deus kuzul-kêr Muzilheg kas 5 ober da benn dindan 2 vloaz : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, implijout ar brezhoneg war ar panelloù kelaouiñ elektronek, skoazell argant pe skoazell deknikel evit staliañ pe diorren klasoù divyezhek er gumun, kemer perzh er c’houlzad bloaziek da vrudañ ar c’helenn brezhoneg evit an oadourien, kaout un dalc'had levrioù brezhonek e levraoueg an ti-kêr hag e voueta ingal gant levrioù nevez embannet.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob