Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ur galv kevredigezhel da raktresoù evit sevel levrioù nevez

Web gwelet en he brasañ

Keleier 16/12/2013

Ar c’hevredigezhioù Diwan, Dihun ha Div Yezh a lañs ur galv da raktresoù davet ar skrivagnerien, an dresourien, an droerien hag an embannerien gant ar soñj embann 3 levr nevez evit bugale ar c’hentañ derez a-raok fin ar bloaz a zeu.

Profet e vo al levrioù da vugale ar skolioù a gemero perzh er raktres (Kastell-Bourc’h, Bruz, Maoron, Montroulez, Naoned, Roazhon, Sant-Maloù ha Gwitreg) ha brudet e vint e Breizh a-bezh.

Ur bodad-barn, skolaerien hag izili eus an 3 c’hevredigezh ennañ, a zibabo al levrioù da embann d’ar 15 a viz Mezheven 2014.

Dav eo kas ar raktresoù da Div Yezh bro Roazhon 15 straed Martenot 35000 ROAZHON, pe dre bostel da : levriou.bzh@gmail.com a-raok an 11 a viz Ebrel 2014 goude bezañ lennet aketus ar reolennoù kemer perzh ha kas kevret ar fichenn enskrivañ leuniet mat.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0