Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kendiviz war ar c’helenn d’an dud deuet

Web gwelet en he brasañ Fulup Kere, rener DAO, Lena Louarn, Daniel Le Breton, prezidant DAO

Kelenn d'an oadourien 18/11/2013

D’an 9 a viz Du e oa bet aozet ur c’hendiviz gant Deskiñ d’an Oadourien e Gwened evit kas ar c’helenn d’an dud deuet war-raok gant muioc’h a efedusted c’hoazh.

Lena Louarn, Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg ha Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh e-karg eus yezhoù Breizh a oa bet pedet da zigeriñ ar c’hendiviz. Pouezet he deus war an hent a zo bet graet abaoe 15 vloaz : muioc’h-mui a gelennerien a vicher zo ha muioc’h-mui a dud a ya betek penn ar c’hursus dre-se. Lakaet he deus war wel ivez labour ar Rannvro he deus tric’hementet an niver a blasoù evit ar stajoù 6 miz. He frezegenn a c’hellit lenn amañ.

Fulup Jakez, rener OPAB, en deus kinniget stad hag emdroadurioù ar c’helenn d’an dud deuet abaoe 10 vloaz. Gallout a rit gwelet ar c’hinnig-mañ war ar bajenn “oadourien”. Linennoù evit an dazont zo bet treset ivez : gallout heuliañ kentelioù e pep bro, gwellaat an tremen eus al live 1 d’al live2, broudañ deskidi ar c’hentelioù-noz da dremen an DBY, micherelaat ar c’helenn er Mor-Bihan ma’z eus dale e-keñver an departamantoù all, ledanaat kinnig ar stajoù sizhun-pad, kreskiñ c’hoazh an niver a dud a heuilh stajoù hir.

Da-heul eo bet kinniget labour AEK gant Jakes Bortayrou, kenurzhier ar framm a gas ar c’helenn euskareg war-raok e Norzh-Euskadi. Lañs zo ganto e-keñver Breizh dre m’emañ an hanter eus ar c’hentelioù war ur patrom 2 gentel 2,5 eurvezh bep sizhun pa vez ar patrom e Breizh diwar ar soñj kinnig 1 gentel 1,5 eurvezh bep sizhun, alese stummadurioù efedusoc’h en Euskadi.

E fin ar mintinvezh ez eus bet kinniget ur gazetenn bedagogel nevez : #brezhoneg, savet gant Skol an Emsav.

Goude merenn ez eus bet rannet skiant-prenet gant ur gelennerez Galleg Yezh Estren e Skol-Veur Roazhon (KERKGE) hag evit echuiñ ez eus bet labouret gant ar berzhidi dre vodadoù-labour. Unan eus ar c’hinnigoù deuet war wel eo e oa ezhomm efedusaat ar c’hentelioù-noz diwar batrom Euskadi ha liammañ an deskiñ e-pad kentelioù sizhuniek gant stajoù berr a vefe programmet e deroù ar bloavezh-skol kerkent hag enskrivet an dud.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob