Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol 2013

Deskadurezh 27/09/2013

15338 skoliad zo en hentadoù divyezhek en distro-skol-mañ.

Evit ar 36vet distro-skol da heul eo kresket an niver a skolidi divyezhek : + 4,3%. 9 lec'h nevez zo bet digoret er c'hentañ derez, 1 en eil derez.

6662 skoliad zo en hentad publik (+6,5%), 4971 en hentad katolik (+3,0%) ha 3705 er skolioù Diwan (+2,2%).

Gant lañs Penn-ar-Bed eo merket an distro-skol-mañ. 5 digoradur zo bet, ouzhpenn 7000 skoliad zo bremañ ha lañs ar publik zo par da 10%.

Kêr Roazhon a chom ar gumun gentañ, gant tost da 700 skoliad. Kêr Brest zo gant al lañs brasañ (+57 ; 442 skoliad en holl).

Klikit war al liamm a-us evit pellgargañ an teuliad klok.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob