Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ar brezhoneg er micherioù gant an ONISEP

Web gwelet en he brasañ

Stummañ 13/06/2013

En e rubrikenn « le bon plan » e kinnig an ONISEP a bep seurt gennadoù labour evel micherioù an trezalc’h, ar sport, ar justis… evit ar re yaouank a glask war beseurt tu mont evit o studi.

Ar wech kentañ eo d’an ONISEP embann pajennoù diwar-benn micherioù ar brezhoneg ha/pe ar micherioù ma vez deuet mat gouzout brezhoneg.

Fellet ez eus d’an ONISEP lakaat ar micherioù a zo hiziv an deiz evit ar vrezhonegerien war wel. Ur bilañs pleustrek eo, kinniget en div yezh gant sikour testenioù tud a vicher a bep seurt.

Evit lenn an teuliad-se : http://www.onisep.fr/Mes-infos-regionales/Bretagne/Toute-l-actualite/Du-breton-dans-les-metiers

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

1 evezhiadenn

An evezhiadennoù1

  • Caroline d'an 05/07/13 e 17h21
    Brav ; pelec'h e c'heller kaout ur stumm moullet eus se ? Kavet e vo er CIO ?