Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Krouidigezh ur BTU teiryezhek war ar C’hehentiñ

Web gwelet en he brasañ

Stummañ 02/09/2013

Gant Ensavadur Rondeaux Gwened a ginnig ur stummadur nevez en distro-skol 2013 : ur Breou Teknikoul Uhel (BTU) teiryezhek brezhoneg/galleg/saozneg war ar c’hehentiñ.

Digor eo d’an holl dud tapet ar Vachelouriezh ganto hag a gomz brezhoneg.
Graet e vo lodenn bleustrek ar stummadur en un embregerezh a bep eil gant al lodenn deorikel a vo graet en Ensavadur.
E brezhoneg e vo roet darn eus ar c’hentelioù.

Ar stummadur-mañ, liammet ouzh ur gevrat micherelaat, a gas war-zu ar vicher skoazeller kehentiñ, den karget eus ar brudañ, al lec’hienn genrouedad, an darempredoù gant ar gazetennerien ha kement zo, en un embregerezh.

Mont e darempred gant : Paskaell Durand : 06 32 61 10 57 - btsvannes.rondeaux@free.fr


Gouzout hiroc'h

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

2 evezhiadenn

An evezhiadennoù2

  • alan d'an 07/07/13 e 21h37
    80 euro diouzh am eus klevet
  • Erwan d'an 05/07/13 e 17h20
    Un dra nevez, dedennus-bras met pegement e koust an enskrivadur ha betek pegoulz e c'hell an dud lakaat o anv ?