Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Al label live 2 evit Tolpad-kêrioù Lannuon-Treger

Web gwelet en he brasañ Joël Le Jeune, Lena Louarn, Pierre Simunek

Ya d'ar brezhoneg 25/04/2013

Lid-reiñ Label 2 da TK Lannuon-Treger d'ar 15 a viz Ebrel 2013

An tolpad-kêrioù kentañ o resev al label live 2 eo TK Lannuon-Treger. Roet e oa bet al label-se d’an ao. Joël Le Jeune, prezidant, gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Public, d’al Lun 15 a viz Ebrel 2013, dirak an ao. Pierre Simunek, isprefed, an ao. ao. Denis Mer (kuzulier-departamant ivez) ha Jakez Gicquel, anezho besprezidanted LTTK, maered ha dilennidi eus ar vro, dileuridi eus Diwan ha Div Yezh hag eus kevredigezhioù hag a labour evit ar yezh.

En e brezegenn en deus roet an ao. Le Jeune roll an oberoù niverus bet kaset da benn gant an TK (13 en holl) evit lakaat ar brezhoneg war wel war ur bern skoroù a sell ouzh e gefridioù : kartennoù-bizit an dilennidi hag ar gargidi, paper-lizher, panellerezh ar sez, panellerezh savadurioù ar gumuniezh, teulioù kelaouiñ, kirri gwazadur ha kement zo… Gant an it. L. Louarn ez eus bet meneget pegen pouezus eo diskouez ar yezh d’an holl en ur c’horn-bro ma kaver ouzhpenn 650 bugel skoaliataet en 3 hentad publik, prevez ha Diwan.

E miz C’hwevrer 2013 c’hoazh e oa bet enoret Lannuon-Treger TK da-geñver Prizioù dazont ar brezhoneg evit e labour evit ar yezh. Eil priz ar rummad « Ensavadurioù foran » en doa resevet d’ar c’houlz-se.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0