Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg e ti-kêr Naoned d’ar Sadorn 6 a viz Ebrel 2013 dirak an ao. Patrick Rimbert, maer, an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Jean-Louis Jossic, eilmaer e karg eus ar sevenadur, an ao. Stéphane Junique, eilmaer e karg eus ar glad, an ao. Octave Cestor, eilmaer e karg eus al lenn foran, an ao. Pierre Even, kuzulier-kêr UDB, an it. Louisette Guibert, kuzulierez-kêr e karg eus diorren an hentadoù micherel hag un toullad tud a-du gant ar brezhoneg.
Evel m’eo bet lavaret gant maer Naoned, “Kêr-benn istorel Breizh” he deus votet ar garta gant ar pal tapout al label live 1 o kas 5 ober da benn.
Abalamour da se ez eur krog da staliañ panelloù divyezhek mont tre ha mont e-maez kêr .
E penn kêrioù Breizh emañ Naoned evit an niver a oadourien a zesk brezhoneg ha tost da 500 skoliad a zo dasparzhet er 6 skol ma c’haller kaout un deskadurezh divyezhek er gumun. Unan eus an oberoù bet votet gant ar C’huzul-kêr a sell ouzh diorren ar c’helenn divyezhek er skolioù.
Un dalc’had levrioù brezhonek a vo prenet ha kresket e vo ingal evit pourchas peadra da rouedad al levraouegoù-kêr.
Diwar vremañ c’hoazh ez eus tu da c’houlenn kaout ul lid eured e brezhoneg.
Mod-all, kêr Naoned a labouro evit ma vefe kinniget ingal abadennoù e brezhoneg.
Un hanter-kant bennak a dud e karg eus kevredigezhioù a labour evit ar sevenadur pe ar yezh a oa war al lec’h ivez.
An evezhiadennoù0