Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2013

Web gwelet en he brasañ

Darvoud 22/02/2013

Prizioù dazont ar brezhoneg, 26 a viz Genver 2013 e Montroulez

Prizioù dazont ar brezhoneg 2013 : gant piv eo aet ar maout ?

Evel e 2012 ez eo bet aozet lid ar « Prizioù 2013 » gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh.

E C’hoariva bro Montroulez ez eo bet dalc’het al lid-se d’ar Sadorn 26 a viz Genver 2013 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Agnès Le Brun, maerez Montroulez, an ao. Bernez Rouz, rener an abadennoù brezhonek. Gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves e oa lusket an abadenn..

7 rummad a ya d’ober ar Prizioù-se. War wel e lakaont an oberoù kaset da benn gant tud ha frammoù evit diorren ar brezhoneg.

Rummad brezhoneger ar bloaz

Priz 1 : Tieri Jamet evit bezañ embannet “Harry Potter » ha bezañ savet skol Diwan Pornizh.

Eil priz : Martial Menard evit e « Dictionnaire Français-Breton » embannet e ti Palantines.

Trede priz : Gwenvred Latimier evit buheziñ ar rouedad e brezhoneg dre he blogoù « Soubenn ar Geek » ha « Klet er gêr »» hag evit al labour niverelaat dornskridoù ha dielloù Anjela Duval.

Rummad Embregerezhioù

Priz 1 : Difetis, ul lec’hienn Internet evit pellgargañ levrioù brezhonek.

Eil priz : ArMen, evit bezañ embannet un niverenn ispisial diwar-benn « Ar brezhoneg hag an embregerezhioù”.

Trede priz : Koroll Sonorisation, evit e banellerezh divyezhek .

Rummad Frammoù publik

Priz 1 : Levraouegoù Brest evit o folitikerezh kas ar brezhoneg war-raok koulz en diabarzh ha war-zu al lennerien.

Eil priz : Tolpad-kêrioù Lannuon evit e bolitikerezh yezh.

Trede priz : Ar c’hevreadoù Kêrioù Arz Breizh ha Kêrioù bihan neuziet-kaer evit o levrig kaer hollvrezhonek.

Rummad Kevredigezhioù

Priz 1 : Bod Kelenn evit bezañ kaset ar yezh war-raok e Bro ar Roue Morvan.

Eil priz : evit bezañ krouet Breizh VOD : videoioù da feurmiñ pe da brenañ.

Trede priz : Botanix evit he lec’hienn Genrouedad diwar-benn al liorzhouriezh.

Rummad C’hoariva

Priz 1 : Ar Vro Bagan evit “Armorika Breizh”.

Eil priz : Teatr Penn ar Bed evit « Yerma » diwar-zorn Federico Garcia Lorca.

Trede priz : Strollad Kallag ha Gwerliskin evit « Sal ar Gouelioù »,

Rummad Pladennoù

Priz 1 : « Bleunioù an distruj » gant Brieg Guerveno.

Eil priz : « Etre Ploermael ha Châtelet-les-Halles » gant Youenn Guillanton.

Trede priz : « Dimezellig dantelezet » gant Lunch Noazh.

Rummad Levrioù

1añ : Pierre-Emmanuel Marais evit « Alje 57 », ur romant kriz diwar-benn brezel Aljeria. Embannet gant Al Liamm.

Eil priz : Aziliz Bourges evit « An diaoul ouz taol », ur romant leun a faltazi.

Embannet gant Emgleo Breiz.

Trede priz : Monika Piarden evit « An avel en ho plev », ur romant polis estonus savet gant

pevar den a Vro-Wened. Embannet gant Al Liamm.

Ur priz a 1500 € a zo bet roet d’al loread eus pep rummad. Profet eo bet gant an Ofis Publik en anv Kuzul-rannvro Breizh. Frañs 3 Breizh, eus e du, en deus roet ivez un trofe. An eil hag an trede eus pep rummad o deus bet pep a briz a 500 €.

D’ar Sul 3 a viz C’hwevrer e vo skignet lid-reiñ ar Prizioù da 11 eur en abadenn “Bali Breizh » war Frañs 3 Breizh.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0