Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

MEF Diwan

Kelenn d'an oadourien 18/02/2013

Enskrivadur d’ar Master Desaverezh ha Stummadur – Kelenn divyezhek dre soubidigezh 1añ derez

Aozet e vez ar stummadur e Kemper, gant Kelenn, kreizenn stummañ Diwan, stag ouzh Ensavadur-meur Yezhoù Republik Frañs. E kenlabour gant Skol-veur Perpinyà-Perpignan e kinnig Kelenn ur Master Desaverezh ha Stummadur MEF – Kelenn dre soubidigezh brezhoneg-galleg.

Evit kemer perzh er studioù-se e ranker bezañ tapet un aotreegezh ha mestroniañ ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid.

1110 eurvezh labour a yelo d’ober ar stummadur-mañ adalek miz Gwengolo 2013 betek miz Mezheven 2014.

Stummadur digoust evit ar studierien (koust kemeret e karg gant Diwan). Mod-all e vez kinniget gant Rannvro Breizh yalc’hadoù evit stummañ kelennerien (stignad « Skoazell »).

Evit goulenn un teul enskrivañ, skrivañ da : Diwan, BP 147, 29411 LANDERNE CEDEX - diwan.rannarchelenn@wanadoo.fr - Pgz : 02 98 21 34 95

(Tu vo da gejañ gant tud Kelenn e Kemper e-pad an dorioù-digor a vo dalc’het d’ar Sadorn 23 a viz Meurzh 2013 etre 2 ha 5eur).

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0