Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazell / Desk

Kelenn d'an oadourien 18/02/2013

Yalc’had Skoazell : diwar vremañ e c’heller kas un teuliad d’ar C’huzul-rannvro evit dalc’h 2013.

An dud a laka o anv evit ur Master Kelenn divyezhek a c’hell goulenn kaout ar yalc’had Skoazell digant ar C’huzul-rannvro.

D’al Lun 24 a viz Mezheven 2013 e vo an deiz diwezhañ da reiñ an teuliad en-dro evit an dalc’h kentañ ha d’al Lun 26 a viz Eost evit an eil dalc’h.

Un eil stignad a zo, anvet “Desk”, evit an dud a fell dezho en em stummañ gant stajoù hir pe hiroc’h (6 miz pe 3 miz) ha dont da vezañ kelenner divyezhek, pe kelenn brezhoneg pe c’hoazh ober war-dro ar re vihan hag ar vabiged.

Evit gouzout hiroc’h, pellgargit ar pezh stag.

distreiñ da roll ar c'heleier