Ar prezidant ao. Henri Billion hag ar besprezidant war ar sevenadur, ar glad hag an douristelezh ao. Jean-Luc Abalain a oa amañ.
Setu an oberoù pennañ bet kaset gant ar gumuniezh-kumunioù :
- Panelloù divyezhek zo bet staliet e diavaez hag e diabarzh sez an DPKE
- Kentelioù brezhoneg a vez kinniget d'ar wazourien ha gwazourezed e sez ar gumuniezh-kumunioù (gant KLT).
Un nebeud sifroù : 19% skolioù an DPKE zo gant un hentad divyezhek.
2 skolaj divyezhek (1 publik, 1 katolik) zo war an tiriad.


