Deskiñ brezhoneg a grou liammoù gant hor mignoned hag an dud tro-dro deomp, setu ar pezh a vez brudet gant ar c’houlzad kelaouiñ nevez. Dispaket e vez e-pad 8 sizhun, e kenlabour gant ouzhpenn 200 strollegezh, 1000 skritell arsavioù bus, 4 000 skritell e mentoù all, 10 000 plegfollenn da adkavout e lec’hioù degemer ar savadurioù foran hag ar c’hevredigezhioù, 5 000 flyer er stalioù e Breizh a-bezh.
Enno e kaver pelec’h ha penaos deskiñ brezhoneg d’an oad gour, hag e c’heller en ober aes e 2026.
War greñvaat ez a lusk evit adperc'hennañ ar brezhoneg. 1 500 000 a dud o deus c’hoant da zeskiñ brezhoneg hervez an enklask sokioyezhoniel savet e 2024. Bremañ ez eus ouzhpenn 20 000 a dud a zesk brezhoneg dre ar stummadurioù hir, ar c'hentelioù sizhuniek pe Desketa.
Stummadurioù hir 6 pe 9 miz a vez kinniget e 15 kêr e Breizh.
Eus Brest da Sant-Ervlan (44), en ur dremen dre Lannuon hag Henbont, e vez desket brezhoneg e pep lec’h. E fin ar stummadurioù-se e c’hall an deskidi tremen an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY).
Kentelioù sizhuniek zo e tost 150 lec'h.
Ar c’hentelioù-se a stumm 3 200 a dud bep bloaz well-wazh, 9 lec’h deskiñ nevez a vo ar bloaz-mañ.
A-hend-all, ar savenn niverel digoust enlinenn, Desketa, a gendalc’h d’ober berzh bras. Lañset daou vloaz zo ez eus bet 26 000 den o krouiñ ur gont warni bremañ. An tric’hard eus an dud n’o doa morse klasket deskiñ brezhoneg a-raok.


