D’ar Wener 19 a viz Mezheven 2026 e oa bet lidet sinadur YAB live 2 gant Bro an Hirwazh Kumuniezh e sez an DPKE e Lañriware.
André Talarmin, Prezidant an DPKE ha Maer Plouarzhel ; Paul Molac, Prezidant an OPAB ; Gilles Mounier, Besprezidant eus an DPKE, Besprezidant eus an Departamant ha Maer Lokournan ; Didier are Gag, Kannad, ha Reun Treger, Kuzulier-kumuniezh karget eus ar brezhoneg ha Maer Treouergad a oa war al lec’h evit kemer perzh el lid.
Gouestlet he deus Bro an Hirwazh Kumuniezh tizhout palioù live 2 ar Garta Ya d'ar Brezhoneg.
14 ober zo bet dibabet, staliañ panelloù divyezhek er savadurioù meret gant Bro an Hirwazh Kumuniezh, ha treiñ o lec’hienn internet e brezhoneg en o zouez.
Kevredigezhioù ha skolioù a oa war al lec’h ivez evit lidañ ar sinadur : 12% eus ar vugale a zo skoliataet en ur skol divyezhek (Publik, Katolik, Diwan) war takad ar gumuniezh-kumunioù.


