Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2026

Web gwelet en he brasañ prizioù 2026

Darvoud 24/02/2026

E Trebeurden, d'ar meurzh 24 a viz meurzh 2026 e vo kinniget 29vet lid ar Prizioù dazont ar brezhoneg. Kenaozet eo an darvoud-mañ gant ar chadenn skinwel rannvroel ICI Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

E Trebeurden, e Bro-Dreger, war Aod ar Vein Ruz, e vo kinniget 29vet lid ar Prizioù, prizioù dazont ar brezhoneg, er bloaz-mañ. Kenaozet eo an darvoud-mañ gant ar chadenn skinwel rannvroel ICI Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

Garedonet e vo ar gwellañ taolioù-intrudu ha krouidigezhioù brezhoneg ar bloaz tremenet e meur a rummad. Tud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù, hag oberennoù skrivet, filmet ha kanet a vo enoret ar bloaz-mañ c’hoazh e-pad ul lid meur a vo dalc’het d’ar 24 a viz Meurzh diouzh noz.


E Trebeurden (kreizenn sevenadurel Le Sémaphore) e vo al lid d’ar Meurzh 24 a viz Meurzh.

Ar re anvet a zo :

Kevredigezhioù :

  • Ti Erminig, evit bezañ kinniget dafar pedagogel da aesaat deskiñ ar yezh d’ar familhoù o deus bugale en hentadoù divyezhek ;
  • Dibistig, evit bezañ embannet ul levr-skeudennoù divyezhek da reiñ d’ar babigoù bet ganet en ospital Montroulez ;
  • Patati, evit bezañ krouet ar greizenn dudi kentañ e brezhoneg el Liger-Atlantel.

Levrioù faltazi :

  • Berr he botez, Laurence Lavrand ;
  • Bedoù nevez, Paskal an Intañv ;
  • A-drek kerreg tevrieg, Herve Seubil gKernaudour.

Strollegezhioù :

  • An Alre, evit kinnig pourmenadennoù da zizoleiñ glad kêr e brezhoneg, dre an arload Baludik, ha bezañ resevet al label live 2 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg ;
  • Blaen, evitbezañ digoret un hentad divyezhek publik ha bezañ bet kentañ kêr el Liger-Atlantel enni plakennoù-straed divyezhek e kreiz-kêr a-bezh ;
  • Roazhon, evit he folitikerezh yezh ha bezañ sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar vagouri-kêr Gaston Tannou.

Oberennoù kleweled :

  • Tourmant, un istor faltazi embannet dre stumm un heuliad podkastoù. (Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh) ;
  • Ar Frailh, un teulfilm 26’ sevenet gant Aziliz Bourgès hag a laka ar gaoz war ar boan-spered pe ar « gwallzarvoud bredel » (ICI Breizh) ;
  • Klask ar sklêrijenn, un heuliad a ginnig mont da-heul roudoù Thomas Godin o vont d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant eizh arzour o deus merket anezhañ (Gwengolo Filmoù ha ICI Breizh).

Embregerezhioù :

  • Arfolk, label sonerezh nevez ;
  • Tavarn ar Roue Morvan en Oriant, evit bezañ aozet kentelioù dizoleiñ ar brezhoneg hag embannet ul levr rekipeoù divyezhek ;
  • Barikenn Saona, Jean Guiavarc’h a ginnig e obererezh saona lem-laka e brezhoneg.


Pladennoù kanet e brezhoneg | Œuvres chantées

  • D’an neb a glevo, Plouz & Foen ;
  • 30°, Emezi ;
  • Un noz a vo, Brieg Guerveno.

Brezhoneger.ez ar bloaz :

  • Gwennyn, evit bezañ aozet an darvoud Breizh a Live;
  • Matyas Le Brun, evit bezañ krouet ar gevredigezh « 1000 Familh » a vroud ar familhoù da dreuzkas ar brezhoneg d’o bugale ;
  • Renan Kerbiged, prezidant ar gevredigezh « Mignoned ar brezhoneg » evit al labour stourm a gas war-raok.
  • Web gwelet en he brasañ

Gouzout hiroc'h

distreiñ da roll ar c'heleier