Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Roet ez eus bet lañs d'ar porched Kleweled

Web gwelet en he brasañ An emvod kelaouiñ

Kleweled 26/01/2026

D'ar Gwener 23 a viz Genver e oa bet roet lañs d'ar porched nevez gouestlet d'ar c'hleweled, e-kerzh un emvod-kelaouiñ er C'huzul-rannvro e Roazhon.

D'ar Gwener 23 a viz Genver e oa bet roet lañs d'ar porched nevez gouestlet d'ar c'hleweled, e-kerzh un emvod-kelaouiñ er C'huzul-rannvro e Roazhon. Eno e oa Kaourintine Hulaud, Bespresidantez karget eus Yezhoù Breizh, ha Paul Molac, Prezidant an OPAB.

Kinniget eo bet ar savenn m’eo bodet an danvez kleweled e brezhoneg, hag a sikouro ar vrezhonegerien, an dud a zo o teskiñ, o deus bugale skoliataet e brezhoneg, ha kement zo, da gavout abadennoù skingomz ha skinwel, danvez web, stiradoù, filmoù, tresadennoù-bev ha podskignadoù brezhonek en un doare aes.

An etrefas zo divyezhek, d’an holl da c’hallout implijout al lec’hienn, ha bemdez e vo kinniget an abadennoù nevez embannet war pajenn degemer ar porched.

Kit da zizoleiñ pinvidigezh ar c’hleweled e brezhoneg :

Kleweled.bzh

distreiñ da roll ar c'heleier