D’ar Merc’her 15 a viz Here 2025 eo bet lidet al labelaat live 3 Emglev Ya d'ar brezhoneg evit an embregerezh Heol al Loar, e Ti ar Vro Bro Leon, e Lesneven.
Heol al Loar a zo un embregerezh a ginnig stummadurioù war psikologiezh an diorren, an deskiñ hag ar bedagogiezh, hag un ambroug psikologel e brezhoneg.
O vezañ labelaet live 3 Emglev Ya d'ar brezhoneg, en em gouestlet eo Heol al Loar gant al live uhelañ a zo (19 ober).
Evit al live 3 e oa ret da Heol al Loar diskouez ez ae e brezhoneg gant ar frammoù a genlabour gant an embregerezh, kas da benn he c’hontouriezh e brezhoneg ; hag implijout stumm brezhonek ar meziantoù pa vez anezho.
Dalc'het e oa bet al lid-mañ asambles gantChristelle Chevallier-Gaté, renerez Heol al Loar, ha Talwyn Baudu, kargad diorren evit Bro Brest en OPAB.
Evel evit an holl vugale, e c'hall ar vugale a oar brezhoneg kaout ezhomm ouzh un ambroug psikologel poent bennak e kerzh o yaouankiz. Evel an holl e c'hell kaout c'hoant e vefe graet war e dro en e yezh gant un den a-vicher a gompren ar yezh hag a anavez mat an divyezhegezh.
Memestra evit ar skolaerien hag ar gelennerien divyezhek.
Stummadurioù a vez kinniget gant an embregerezh. Ar gelennerien divyezhek o deus ezhomm eus ur stummañ pourvezet gant tud a-vicher hag a gompren ar mod ma ya en-dro an divyezhegezh hag a c’hell stummañ anezho e brezhoneg. Setu dres ar pezh a ginnig Heol al Loar : liammañ ar brezhoneg ouzh an ambroug psikologel hag ar stummadurioù war an divyezhegezh hag ar psikologiezh.


