D'ar Yaou 25 a viz Gwengolo en doa kemeret perzh Ofis Publik ar Brezhoneg e prezegennoù aozet e Skol-veur Montréal war ar yezhoù minorelaet. E-kerzh an devezh-se o deus gallet ar skol-veur hag an ensavadurioù karget da gas ar yezhoù war-raok keñveriañ o strategiezhioù ha komz diwar-benn doareoù ober nevez.
Aozet e oa bet ar prezegennoù gant : Marc Pomerleau, Jean-Rémi Carbonneau hag Èric Viladrich Castellanas, kelennerien e Skol-veur Montréal ; Marie-Pierre Poulin eus "Lisez l'Europe". Talwyn Baudu eo en deus dileuriet Ofis Publik ar Brezhoneg.