Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Ti-kêr Blaen (44) d'ar 29 a viz Gwengolo 2025 evit mont gant al live 1.
Evit an darvoud-se e oa Paul Molac, prezidant an OPAB, ha Jacky Flippot, eilmaer war ar sevenadur.
E-touez an oberoù pennañ dibabet emañ diorren ar c'helenn divyezhek (un hentad publik a oa bet digoret e 2019, ar skolidi gentañ zo en em gavet e CM2 er bloaz-mañ) hag ar staliañ plakennoù-straed.
An 10vet kumun el Liger-Atlantel eo en em ouestl evit ar yezh. Gant ar sinadur-se eo 40% eus annezidi an departamant a zo o chom en ur gumun he deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg.