Sinet e oa bet gant al liesdegemer kêr Dr Gaston Tanoù e Roazhon live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg Bugaligoù d’an 22 a viz Mae.
Ar vagouri-kêr gentañ eo e Breizh.
An ao. Arnaud Stefan, kuzulier-kêr dileuriet evit ar vugaligoù, hag ar skipailh-ren o deus dibabet oberoù a bep seurt, evit ar pezh a sell ouzh ar panellerezh, an abadennoù brezhonek, teulioù brudañ a zispleg politikerezh yezh ar framm hag ar c’hinnig skolioù divyezhek e Roazhon, pe c'hoazh un dalc’had levrioù brezhonek.