Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ti ar Bleizig, magouri 1añ labelaet Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Bugaligoù 05/05/2025

Ar vagouri gentañ o tizhout live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg Bugaligoù eo magouri Ti ar Bleizig e Sant-Tegoneg-Logeginer.

Roet e oa bet gant an OPAB al label Ya d’ar brezhoneg Bugaligoù live 1 d’al liesdegemer Ti ar Bleizig e Sant-Tegoneg-Logeginer d’ar 25 a viz Ebrel. Ar vagouri gentañ labelaet eo.

Amélie Brard, kargadez diorren bugaligoù he deus roet al label da Varion Fouquet, renerez Ti ar Bleizig ha da Solange Creignou, maerez Sant-Tegoneg-Logeginer.

8 ober zo bet kadarnaet, en o zouez : an abadennoù brezhonek sizhuniek aozet a-drugarez da stignad Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha war ar pemdez gant an implijidi vrezhonek, an dalc’had levrioù brezhonek, ar responter e brezhoneg, bannoù sinañ ar posteloù en div yezh, al lizher kelaouiñ hag ar skritelloù divyezhek.

distreiñ da roll ar c'heleier