Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ar c’hevread STM Breizh gant Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 25/04/2025

Gant ar c’hevread rannvroel STM Breizh eo bet sinet live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg

Ar c’hevread rannvroel STM Breizh (skolioù tiegezhel diwar ar maez) en doa sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg da geñver e emvod meur d’ar 25 a viz Ebrel.

Sylvia David, prezidantez STM Breizh ha Paul Molac, prezidant an OPAB, o deus kensinet ur garta gant 5 ober da gas da benn :

  • kartennoù-hetoù,
  • kartennoù-bizit,
  • kemenn ar responter,
  • panellerezh ar framm,
  • lec’hienn Internet e brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier