Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Departamant an Il-ha-Gwilen gant ar garta “Ya d’ar brezhoneg”

Web gwelet en he brasañ Jean-Luc Chenut, Denez Marchand ha Paul Molac.

Brezhoneg 13/12/2024

Gant Departamant Il-ha-Gwilen e oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg d'ar 4 a viz Kerzu 2024 e Roazhon. An eil departamant eo nemetken lañset gant an testeniekadur-se.

Jean-Luc Chenut, Prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen, ha Paul Molac, Prezidant an OPAB, o deus sinet ur c’henemglev palioù gant ar garta Ya d’ar brezhoneg evit ar prantad 2024-2027. Dalc’het e oa bet al lid e Ti an Departamant dirak dilennidi, en o zouez Denez Marchand, besprezidant e Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen dileuriet evit sevenadur ha yezhoù Breizh, ha tud vrudet evel Alan Stivell.

Divizet en deus Departamant an Il-ha-Gwilen kas 12 ober da benn hag a sikouro lakaat ar brezhoneg war wel, skignañ an anaoudegezh eus ar yezh ha lakaat an dud d'ober ganti en takad foran.
Oberoù a zo lañset dija evel ar panellerezh-hent, ar skoazell d’ar stummañ (stignad DESK), harpañ ar c’helenn brezhoneg ha krouidigezh ur skolaj dre soubidigezh, skignañ koulzadoù kehentiñ evit brudañ ar c’hinnig stummañ evit an dud deuet da skouer.

distreiñ da roll ar c'heleier