Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Digoradur ofisiel al lec'hienn Desketa.bzh

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 07/06/2024

D'ar Gwener 7 a viz Mezheven 2024 e oa bet roet lañs ent ofisiel d'ar savenn emzeskiñ Desketa.bzh gant prezidant Rannvro Breizh, Loïg Chesnais-Girard, ha prezidant an OPAB, Paul Molac, e-kerzh lid-kinnig ar benveg e Roazhon.

Un ostilh publik ha digoust

Web gwelet en he brasañ

Laouen-tre omp ha lorc’h bras zo ennomp o kelaouiñ ac’hanoc’h diwar-benn digoradur ofisiel Desketa, hor savenn niverel evit deskiñ brezhoneg enlinenn, goude ouzhpenn bloaz hanter a labour start.
Kalz a blijadur hon eus bet ivez gant al labour-se. Desketa zo ur raktres kaset da benn gant Ofis publik ar brezhoneg da-geñver e gefridi servij publik. Digoust penn-da-benn eo ar savenn ha n'eus tamm bruderezh ebet enni. Trawalc'h eo krouiñ ur gont evit mont d'an holl gelennadurezhioù.

Gant ar benveg publik nevez-se e kinnig Desketa ul lec’h deskiñ eeun hag aes da vont ennañ, ouzhpenn d'ar c'hentelioù sizhuniek, diouzh ezhommoù an holl re o deus rediennoù amzer pe fiñvusted. Desketa a c'haller tizhout forzh pegoulz, forzh pelec'h ha war an holl skoroù niverel (urzhiataerioù, poellgomzerioù, tablezennoù).


Ul lec’hienn sirius evit deskiñ ha c’hoari war un dro

Ar pezh zo bet klasket ober gant Desketa zo kinnig ar brezhoneg evel ma vez komzet er gevredigezh a-vremañ. An hentad hag an danvezioù pedagogel zo bet soñjet hervez ar reoladoù europat e talvoud evit deskiñ yezhoù.
El live kentañ, A0, e lakaer an implijer d’ober anaoudegezh gant al lizherennoù, ar c’hensonennoù, ar vogalennoù, ar vogalennoù friet, an distagañ, ar reolennoù ereadurezh…

Al live da-heul (A1) zo aozet dre 45 unvez kelenn, gant degadoù a obererezhioù ken plijus ha sirius, hag ennañ e tesker penaos en em ginnig pe komz diwar-benn dudioù, gant frazennoù dre ya pe dre nac’h, gant goulennoù, en ur ober anaoudegezh gant ar sifroù…
Digeriñ a ra al lec’hienn gant al liveoù A0 hag A1 ; ouzhpennet e vo al liveoù uhelañ er mizioù a zeu.

> https://Desketa.bzh

distreiñ da roll ar c'heleier