Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skolaerien : mont da gelenn en hentad divyezhek dre ar stummañ dibaouez

Web gwelet en he brasañ

Stummadur 02/04/2024

Enskrivadurioù betek ar 5 a viz Ebrel 2024 evit ar stummadur dibaouez 9 miz a zo digor da gelennerien ar c’hentañ derez en akademiezh Roazhon.

Kelenner titlet er c’hentañ derez oc’h en akademiezh Roazhon, ha fellout a ra deoc’h deskiñ brezhoneg evit kelenn en hentad divyezhek galleg-brezhoneg ? Adalek distro-skol 2024 e vo kinniget un dra nevez deoc’h : ur « stummadur dibaouez » hag a bad 9 miz. Gant ar stignad nevez-se e vo miret ho kopr ganeoc’h e-pad ho stummadur, hag er memes amzer e vioc’h erlec’hiet. Paeet eo ar stummadur-se gant ar Rannvro ha gant an Departamantoù.

> Enskrivadurioù betek ar 5 a viz Ebrel 2024.

20 plas er stummadur dibaouez evit ar c’hentañ derez

Adalek miz Gwengolo 2024 e vo traoù nevez en akademiezh Roazhon evit kelennerien ar c’hentañ derez a garfe labourat en hentad divyezhek galleg-brezhoneg. Gallout a raint kaout un « diskarg stummañ dibaouez » e-pad 9 miz evit deskiñ brezhoneg dre ur stummadur d’an daoulamm. 20 plas zo bet miret evito gant an Deskadurezh-Stad, 5 dre zepartamant.

Un diskarg labour hag ur gopr digemm e-pad ar stummadur

War un dro e c’hallo ar gelennerien kaout un diskarg labour ha miret o gopr diazez. Ouzhpenn se e vo paeet ar stummadur en e bezh – mizoù enskrivañ, mizoù pedagogel hag all – gant ar stignad skoazell « DESK Kelenn », a zo arc’hantaouet gant Rannvro Breizh ha departamantoù Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen, ar Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. E-giz-se n’o do ar gelennerien tra ebet da baeañ, na fakturenn na miz, e-pad o stummadur pe en e raok.

Digor an enskrivadurioù betek ar Gwener 5 a viz Ebrel

Da gentañ eo ret ragenskrivañ en unan eus ar 5 aozadur stummañ micherel grataet. Da-c’houde eo ret sevel un teuliad (ennañ ur furmskrid emstrivañ, ul lizher emginnig hag ur CV) ha kas anezhañ d’e rener akademiezh. Studiet eo vo an teuliadoù-se gant jurioù hag a zo an ensellerien « Yezhoù ha sevenadurioù rannvroel » (YSR) izili anezho.

Un diplom Stad hag ur goulenn da-geñver ar fiñvadeg

E-kerzh o stummadur e resevo ar gelennerien an diplom barregezh war ar yezh (DBY), un diplom Stad hag a zo bet savet diwar un teul dave europat evit testeniañ al live brezhoneg. Ret eo tapout al live B2 da nebeutañ evit bezañ anavezet evel kelenner divyezhek gant an Deskadurezh-Stad.

A-raok tapout an testeniekadur-se zoken e kemero perzh ar gelennerien er fiñvadeg aozet en Deskadurezh-Stad bep bloaz. Rankout a raint neuze goulenn mont da gelennerien divyezhek, pe e vefe war postoù vak pe war re nevez-krouet.

Gouestlañ kelenn (e) brezhoneg e-pad 5 bloaz

En eskemm ouzh ar skoazell-se e ouestl an degemererien ober kement a c'hallont evit kelenn en un hentad divyezhek galleg-brezhoneg pe evit kelenn brezhoneg evel danvez. Ma ne reont ket e c’hallo ar strollegezhioù lec’hel goulenn diganto resteuler arc’hant o stummadur. Bep bloaz en distro-skol ez aio an OPAB e darempred gant an degemererien evit gouzout e pelec’h emaint gant o emdroadur micherel.

distreiñ da roll ar c'heleier