Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ret eo lakaat e anv ac’hann d’an 30 a viz Meurzh evit heuliañ kentelioù ar c’hCNED

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 21/03/2024

Ne chom nemet un nebeud deizioù evit ar re e kentañ klas pe e klas termen o defe c'hoant da lakaat oc'h anv gant ar c’hCNED ha dibab ar brezhoneg evel pellgelennerezh YVC evit implijout ar brezhoneg er vachelouriezh.

Emaoc’h e kentañ klas pe e klas termen, ha n’eus kentel vrezhoneg ebet en ho lise ? Enlinenn e c’hellit heuliañ kentelioù gant Kreizenn vroadel ar pellgelennerezh (CNED e galleg, Centre national d’enseignement à distance). Ho notennoù a vo dalc’het kont anezho en ho karned-skol. Evit ar bloavezh 2023-2024 eo ret en em enskrivañ a-benn an 30 a viz Meurzh 2024 d’an diwezhatañ. Ne chom nemet un nebeud deizioù eta evit lakaat hoc’h anv ha kaout asant rener ho lise.

Emañ ar brezhoneg e-barzh katalog ar pellgelennerezh. Kement tra da c’houzout a c’hellit kavout war ar bajenn web « Ar yezhoù rannvro gant ar c’hCNED : mod implij ». Savet eo bet ar pennad-skrid gallek-se gant ar c’hCNED, oberataer publik evit ministrerezh an Deskadurezh-Stad.

Un doare kelenn kinniget d’al liseidi e kentañ klas hag e klas termen

Kinniget e vez ar c’hentelioù-se d’al liseidi e kentañ klas hag e klas termen, pe e vefent en deskadurezh hollek pe teknologel, el liseoù publik pe el liseoù katolik. Ar brezhoneg zo neuze un danvez dibab hag a c’hall bezañ choazet evel Yezh Vev C (YVC pe LVC e galleg). Betek an 30 a viz Mezheven e vo kentelioù gant ar c’hCNED er bloaz-mañ.

Meur a bazenn evit lakaat hoc’h anv ac’hann d’an 30 a viz Meurzh

Pazenn niv. 1 : en em enskrivañ e cned.fr (dibab ho klas, klikañ war « En em enskrivañ », krouiñ ho kont hag askañ « Brezhoneg YVC : kentelioù diouzh ar gartenn reolennet »

Pazenn niv. 2 : moullañ an aotre ha lakaat rener ho lise da sinañ anezhañ

Pazenn niv. 3 : kadarnaat hoc’h enskrivadur e cned.fr

Ur wech ma vo kadarnaet hoc’h enskrivadur e vo kaset deoc’h an holl ditouroù a zo ezhomm evit ma c’halloc’h kregiñ gant ar c’hentelioù enlinenn (289 € e koust ar mizoù enskrivañ). Mat da c’houzout : ma n’ho peus ket bet un aotre digant rener ho lise e c’hallit heuliañ kentelioù memes tra, dre un hentenn all, ar « c’hentelioù diouzh ar gartenn ha frank an enskrivadur enno ».

An notennoù e brezhoneg a vo enskrivet en ho karned-skol

Pa vez deverioù e vez kaset ho notennoù d’ho lise abalamour da enskrivañ anezho en ho karned notennoù. Ma karit e c’hallit mont e darempred gant rener ho lise evit gouzout penaos lakaat hoc’h anv evit tremen arnodenn « YVC Brezhoneg » ar vachelouriezh.

Hag evit ar bloavezh-skol 2024-2025 ?

> Ret e vo deoc’h gortoz an hañv a zeu evit anavezout deiziadur nevez an enskrivadurioù.

distreiñ da roll ar c'heleier