Setu amañ roll al loreidi renket diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc'het d'an 13 a viz Meurzh a-raok ar 27vet abadenn Prizioù Dazont ar brezhoneg aozet e Naoned evit ar wech kentañ.
300 arvester o doa kemeret perzh el lid ma voe roet Prizioù dazont ar brezhoneg er sal Paul Fort e Naoned. Filmet e oa bet an abadenn gant Frañs 3 Breizh, skignet d’ar 14 a viz Meurzh. Gallout a reer sellet outi e replay YouTube.
Setu roll al loreidi dre rummad :
Brezhoneger⸱ez ar bloaz
- Priz kentañ : Nolwenn Le Dissez, ortofonourez. Kinnig a ra kuzuliadennoù e brezhoneg.
Eil Priz : Christelle Chevallier-Gaté, stummerez ha psikologourez. Savet he deus an embregerezh Heol al Loar a c’hall skoazellañ an dud e brezhoneg. - Trede Priz : Thomas André, ur skiper yaouank eus Brest hag en deus kemeret perzh er Mini Transat. Reiñ a ra brud da Ziwan, lec’h m’eo bet skoliataet.
Kevredigezhioù
- Priz kentañ : Heklev podkast, a ra war-dro ur savenn evit ar podkastoù e brezhoneg.
- Eil Priz : Sked, evit bezañ digoret Jibidi, ar vagouri vrezhonek kentañ e Brest meurgêr, e kenlabour gant ar C’hef goproù-tiegezh, Ti-kêr Brest ha Gwarez ar mammoù hag ar vugale.
- Trede Priz : Deus ’ta, ur festival hag a vez bodet ha skoazellet gantañ an obererien a gas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh war-raok e bro Brest.
Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik
- Priz kentañ : Ti-kêr Laozag (56), evit bezañ kaset un toullad oberoù da benn evit ar brezhoneg, evel da skouer digeriñ un hentad kelenn divyezhek
- Eil Priz : An Oriant Tolpad-Kêrioù (56), evit bezañ anvet un dilennadez karget eus ar brezhoneg ha bezañ krouet ur post gwazourez gouestlet d’ar yezh.
- Trede Priz : Mirva natur rannvroel Plounerin (22), evit bezañ troet e brezhoneg ostilhoù da gelaouiñ an dud ha da sachañ o evezh.
Gwellañ sevenidigezh kleweled
- Priz kentañ : « Penn-kil-ha-troad »
sevenet gant Emmanuel Roy - Eil Priz : « Ki ma mamm »
sevenet gant Mai Lincoln - Trede Priz : « Re ar menez »
sevenet gant Dounia Wolteche-Bovet
Intrudu gwellañ er bed ekonomikel
- Priz kentañ : Warenghem a zo dezhi ul lec’hienn internet e brezhoneg. Sinet he deus ar garta Ya d’ar brezhoneg !
- Eil Priz : Mel ar Vro, produerien mel hag a zo divyezhek o fajenn Facebook hag o fakadurioù.
- Trede Priz : Bzh Ascenseurs, evit bezañ savet he lec’hienn e brezhoneg penn-da-benn.
Levr a faltazi
- Priz kentañ : « Amiraled Kab Horn », gant Herve ar Beg
- Eil Priz : « Moussa, istorioù berr », gant Kristian Braz
Trede Priz : « Ribin-diribin », gant Jorj Abherve-Gwegen
Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg
- Priz kentañ : Barba Loutig
Blev - Eil Priz : Ivarh
Huñvre - Trede Priz : Morwenn Le Normand & Roland Conq
Daou