Divizet en doa ar c’hlub mell-droad FK an Oriant sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg evit talvoudekaat an oberoù a zo bet kaset da benn gantañ dija war dachenn ar brezhoneg ha reiñ lañs da oberoù nevez, abalamour da verkañ e engouestl evit brudañ ar brezhoneg.
Ar wech kentañ d’ur c’hlub mell-droad a vicher d’ober kemend-all.
Dalc’het e oa bet al lid-sinañ d’an 2 a viz C’hwevrer en egorenn FKL e kreizenn bleustriñ Kerlir e Plañvour, gant an ao. Paul Molac, prezidant an OPAB, en doa kemeret perzh a-bell, hag an ao. Emmanuel Robert, rener diorren an FKL.
7 ober a vo kaset da benn gant ar framm a-benn 3 bloaz hervez an emglev. Evit tizhout al label el live 1 ez eus bet dibabet 3 ober diazez (pennadoù e kelaouenn ar c’hlub, kartennoù-hetoù, paper lizher pe teulioù melestradurel) ha 4 ober dibar a-ratozh :
Gant an engouestl-mañ e fell d’an FKL liesseurtaat ha kreñvaat an implij eus ar brezhoneg dre e ganolioù kehentiñ, ouzhpenn ar pezh a vez graet dija. Bep miz e vez embannet pennadoù brezhonek el lec’hienn ofisiel fclorient.bzh, e kenlabour gant meur a berzhiad, en o zouez tud skolidi Diwan an Oriant. Ar brezhoneg e klub an Oriant zo ivez war gitonoù ar suporterien entanet gant ar Verluzed ha war krezioù ar c’hoarierien ma c’halle an dud lenn warlene : « Etre an douar hag ar mor ».
Dav eo gouzout ez eo brezhonegerez Morwenn Le Normand, a zo speakerez er stad un nebeud bloavezhioù zo ; evel-se e vez kanet Bro gozh ma zadoù ganti a-raok ar matchoù ha dibunañ a ra ar gont war gil e brezhoneg.
https://www.fclorient.bzh/le-fc-lorient-signe-la-charte-de-la-langue-bretonne-ya-dar-brezhoneg/