Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Plougastell-Daoulaz gant live 4 ar garta Ya d'ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Dominique Cap, maer Plougastell-Daoulaz ha Paul Molac, prezidant an OPAB o sinañ ar garta.

Ya d'ar brezhoneg 25/09/2023

Dalc’het e oa bet al lid-sinañ e Ti-kêr Plougastell-Daoulaz d'ar Gwener 22 a viz Gwengolo 2023.

Dalc’het e oa bet lid-sinañ live 4 ar garta Ya d’ar brezhoneg d’ar Gwener 22 a viz Gwengolo 2023 e ti-kêr Plougastell-Daoulaz. Kensinet e oa bet ar Garta nevez gant an ao. Maer, Dominique Cap, ha Prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg, Paul Molac, dirak, da skouer, tud eus hentadoù divyezhek an deskadurezh publik, katolik ha prezidant Diwan Yann Uguen.

Pal an ti-kêr eo kas 48 ober da benn vat dindan 3 bloaz evit tizhout testeniekadur live 4 al label Ya d’ar brezhoneg. Ar gumun gentañ gouestlet gant kement a oberoù eo Plougastell e istor ar garta.

E-touez ar palioù-se e ranko ar gumun kaout war he zachenn ur vagouri vrezhonek, ur greizenn-dudi vrezhonek ha tizhout d'an nebeutañ 35% a skolidi en hentadoù divyezhek ar 1 derez (publik, katolik, Diwan).
Anvet e vo gant ar gumun ur gwazour brezhonek evit heuliañ ha kenurzhiañ ar politikerezh yezh.

Web gwelet en he brasañ Levrig familh Plougastell a zo divyezhek bremañ.

distreiñ da roll ar c'heleier