Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

24vet koulzad-brudañ an OPAB evit stummañ brezhonegerien an dazont

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 18/09/2023

Kinniget e oa bet gant Fulup Jakez, rener an OPAB, ar c'houlzad-brudañ nevez "Pok" da-geñver un emvod-kelaouiñ d’ar Yaou 14 a viz Gwengolo 2023 e Brest.

23 bloaz zo e vez aozet gant an OPAB ur c'houlzad bloaziek evit brudañ kelenn ar brezhoneg d’an oadourien. Ouzhpenn 160 strollegezh lec’hel ha meur a gevredigezh a gemer perzh o skignañ ar skorioù el lec'hioù foran. Ar bloaz-mañ e vo skignet, e Breizh a-bezh, 5 000 skritell (1000 anezho er vent gwasked-bus), 16 000 plegfollenn ha 5 000 flyer, evit ar skritellañ diavaez, el lec'hioù foran, er stalioù pe da-geñver saloñsoù ar c’hevredigezhioù da skouer.

Divizet en deus an OPAB skignañ ar c’houlzad-mañ dre ur ganol nevez er bloaz-mañ : dibabet ez eus bet ober ur c’houlzad skritellañ niverel 100% en tiez-gar e meurgêrioù Brest, Roazhon ha Naoned, a zo lec’hioù darempredet stank gant an dud oberiat.

Goude tres ur galon warlene, a c’hoarie war la liamm etre an santimantoù ha treuzkas ar yezh, eo ar ger brezhoneg "pok", anavezet mat, a zo lakaer war wel.

Web gwelet en he brasañ


E-kerzh an emvod-kelaouiñ e ti SKED e Brest ez eus bet anv gant Fulup Jakez eus stad an traoù e-keñver an distro-skol er c'hentelioù sizhuniek. Kreskiñ a ra ar c'hinnig pa’z eus 13 lec’h nevez ar bloaz-mañ, e takadoù hep kinnig betek-henn evel e Kreiz-Breizh (Loudieg, Gwerledan) hag e Felger. Tost da 200 lec’h zo diwar vremañ ma c’hall an dud pleustriñ ar brezhoneg tost ouzh o zi. Tost da 3500 a dud a zesk brezhoneg e Breizh a-bezh. Adkavet e oa bet e 2022 an niver a zeraouidi a oa a-raok enkadenn ar C'hovid hervez sifroù Arsellva implijoù ar yezhoù an OPAB.

Stummadurioù hir a vo kinniget e 15 kêr, en o mesk ul lec'h stummadur nevez e Dinan (ur stummadur meret gant Skol an Emsav).
Web gwelet en he brasañ

3 000 den o deus tremenet an DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh) e brezhoneg er bloaz-mañ. Gant an diplom-Stad-mañ e vez testeniet ur stummadur ha priziet ul live yezh en Europa a-bezh. Talvoudus eo evit mont war ar renk evit ul labour da skouer. An darn vrasañ eus ar yezherien nevez-tapet diplom an DBY ganto zo tud oberiat er c’hêrioù bras pe en trowardroioù. Un diaz solut eo eta evit bastañ da ezhommoù marc’had al labour e brezhoneg (kelenn, bugaligoù...).

An ao. Fulup Jakez e ti SKED e Brest

distreiñ da roll ar c'heleier