Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Bugaligoù : ouzhpenn 20 den a-vicher bodet gant an OPAB

Web gwelet en he brasañ

Bugaligoù 08/09/2023

D'ar Yaou 7 a viz Gwengolo 2023 e oa bet bodet e sez an OPAB ouzhpenn 20 den a-vicher evit kendivizout diwar-benn an abadennoù brezhonek evit ar vugaligoù (rannañ o skiant-prenet, termeniñ an ezhommoù dafar...).

9 framm hag 21 emeller a labour e bed ar vugaligoù pe e bed ar brezhoneg o doa kemeret perzh en un endervezh aozet gant an OPAB evit komz eus an abadennoù er frammoù degemer ar vugaligoù e sez an OPAB e Karaez.

Frouezhus eo bet ar c'hendivizoù gant mennozhioù nevez evit an dazont hag awenus evit ar frammoù na reont ket abadennoù brezhonek evit ar poent.

Web gwelet en he brasañ

distreiñ da roll ar c'heleier