Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ouzhpenn 80 000 pennad er Wikipedia brezhonek

Web gwelet en he brasañ

Teknologiezhioù nevez 19/06/2023

Un nebeud deizioù zo eo bet tizhet ar 80 000 pennad gant Wikipedia e brezhoneg.

Un nebeud deizioù zo eo bet tizhet ar 80 000 pennad gant Wikipedia e brezhoneg. E miz Mezheven 2004 e oa bet krouet ar pennad kentañ e brezhoneg war an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl. Hiziv emañ rummet ar brezhoneg en 81vet renk hervez an niver a bennadoù e-touez an holl yezhoù eus ar bed zo bet kreñv a-walc’h o yezherien evit sevel un hollouezhiadur en o yezh.

Fellout a ra d'an OPAB reiñ e c’hourc'hemennoù d'an holl dud a-youl-vat a labour start evit magañ bemdez Wikipedia e brezhoneg abaoe tost 20 vloaz. A-drugarez dezho ez eus danvez liesseurt digor d’an holl e brezhoneg. A-drugarez d’ar c’horpus skridoù brezhonek-se savet a-hed ar bloavezhioù eo en deus gallet ChatGPT kinnig e servijoù e brezhoneg ivez. Hiziv eo ar Wikipedia brezhonek al lec’hienn vrasañ en hor yezh war an Internet.

Labour a chom c’hoazh da gas da benn evit lakaat kreskiñ an holloueziadur ha gwellaat ar pennadoù ennañ avat. Evit-se ez eus bet krouet ur post troer nevez gant an OPAB er bloaz-mañ. Karget eo an den da zivankañ an holloueziadur ha d’e lakaat da greskiñ fonnusoc’h. E gefridi bennañ zo klokaat ha pinvidikaat an danvez evit ma vo kavet muioc'h-mui a bennadoù a galite e brezhoneg.

War-zu ar 100 000 pennad bremañ ! Pep hini a c’hall kemer perzh evit sevel ar benveg hon eus holl ezhomm anezhañ.

www.br.wikipedia.org

distreiñ da roll ar c'heleier