Setu amañ roll al loreidi renket diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc'het d'an 31 a viz Meurzh a-raok ar 26vet abadenn Prizioù Dazont ar brezhoneg en Opera Roazhon.
 Tost 400 arvester o doa kemeret perzh el lid ma voe roet Prizioù dazont ar brezhoneg en opera. Filmet e oa bet an abadenn gant Frañs 3 Breizh, skignet d’ar Sadorn 1 a viz Ebrel. Gallout a reer sellet outi e replay YouTube.
 Roll al loreidi dre rummad :
 Brezhoneger⸱ez ar bloaz
  -    Ar strollad AhezPriz kentañ : Alvan hag Ahez Ar strollad AhezPriz kentañ : Alvan hag Ahez
 evit bezañ bet kanet e brezhoneg en Eurovision.
 Eil Priz : Jean-Patern Ars
 evit bezañ oberiant war ar c’helenn e brezhoneg e Noal-Muzilheg hag e bed ar c’hoariva.
- Trede Priz : Loeiza an Duigoù
 a zo ur skrivagnerez yaouank e brezhoneg.
Kevredigezhioù
  - Priz kentañ : Bannoù-Heol
 evit bezañ embannet « Ar Marc’h Dall ».
- Eil Priz : Kevre breizhat ar vell-droad ouezelek
 evit brudañ ar vell-droad ouezelek e brezhoneg.
- Trede Priz : Les Chats cosmiques
 evit ar c’hoari lizherennoù « Brezhle », un doare Wordle e brezhoneg.
Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik
  - Priz kentañ : Plougastell-Daoulaz
 evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 3
- Eil Priz : Rostrenn
 evit bezañ lakaet ar brezhoneg en a-raok er gumun ha tuta brezhonegerien e servijoù ar gumun
- Trede Priz : Pempoull
 evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 2
Gwellañ sevenidigezh kleweled
  -    Mikael BauduPriz kentañ : « E Jardrin ur Stourmer  » Mikael BauduPriz kentañ : « E Jardrin ur Stourmer  »
 sevenet gant Mikael Baudu (France 3 Breizh). Testeni ha dielloù evit kontañ buhez Martial Menard, ur yezhoniour meur aet da Anaon e 2016.
- Eil Priz : « Disoñjal  »
 sevenet gant Madeleine Guillo (All In One Production, Abordage Films). Kontañ a ra ar film istor koll ar brezhoneg dre istor ur vamm
 hag he mab.
- Trede Priz : « Buhez ar Sant  »
 heuliad sevenet gant Riwal Kermarrec ha Yann-Herle Gourves (France 3 Breizh). Buhez ar sent vreizhat, kontet en un doare fentus ha diseven.
Intrudu gwellañ er bed ekonomikel
  - Priz kentañ : Breizh Odyssée
 ul lec’h sevenadurel e Landevenneg hag a zo bet troet e lec’hienn Internet e brezhoneg.
- Eil Priz : Ouest-France
 evit bezañ lañset un heuliad podkastoù e brezhoneg, anvet Eus ur remziad d’egile.
- Trede Priz : Skol vroderezh Pascal Jaouen 
 evit an dibunadeg « A-Galon » hag ar c’hentelioù brezhoneg aozet evit implijidi an embregerezh.
Levr a faltazi
  -    "Kan ar mel"Priz kentañ :« Kan ar mel » "Kan ar mel"Priz kentañ :« Kan ar mel »
 gant Yannig Audran (Al Liamm).
- Eil Priz : « Fulenn »
 gant Yann-Charlez Kaodal (Al Liamm).
 Trede Priz :« Planedenn paotr e bluenn »
 gant Mich Beyer (An Alarc’h Embannadurioù).
Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg
  - Priz kentañ : Elodie Jaffre, Awena Lucas, Yann Le Bozec
 Kanour Noz (Coop Breizh).
- Eil Priz : Modkozmik
 Volume 1 (Embroduet).
- Trede Priz : Startijenn
 Talm ur galon (Paker Prod)
 
 "Kanour Noz"
 "Kanour Noz"