Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Emvod-kelaouiñ ar c'houlzad Ecole.bzh

Web gwelet en he brasañ

Brudañ 01/03/2023

Pedet e oa bet ar mediaoù d'ar 27 a viz C'hwevrer e sez an OPAB d'ober anaoudegezh gant dafar brudañ nevez ar c'houlzad « Ecole.bzh » ha gant aozadur ar stignad gant ar rouedadoù skol, ar gevelerien ensavadurel ha kevredigezhel.

Lakaet eo bet ar c’houlzad-mañ e plas gant : ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg hag holl gevredigezhioù tud ar skolidi divyezhek Div Yezh Breizh, Divaskell ha Diwan gant skoazell Ofis Publik ar Brezhoneg, Rannvro Breizh ha Kevre Breizh.

Web gwelet en he brasañ Hewel ar skritell 2023


Ur c’houlzad klokoc’h-klokañ e 2023 : skritelloù, plegfollennoù, gitonioù...

Etre ar 1añ hag an 13 a viz Meurzh e vo mare pouezusañ ar c’houlzad : Ar c’hehentiñ niverel ha skritellet a vo skignet penn-da-benn d’ar c’houlz-se.
Skritelloù bras zo bet skignet er straedoù gant ouzhpenn 55 kumun ha tolpad-kêrioù, 160 000 sac’h bara zo bet dasparzhet en tiez-bara e-kichen ar skolioù...

Al lec'hienn Ecole.bzh :

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob