Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ya d’ar brezhoneg : al live 1 eus ar Garta degemeret gant Sant-Turian

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 15/12/2022

Gant 10 ober lakaet e plas, Kumun Sant-Turian he deus degemeret al label a live 1 eus ar Garta Ya d’ar brezhoneg.

Dalc'het e oa bet lid-reiñ al label d'ar 14 a viz Kerzu 2022 e ti-kêr Sant-Turian. Roet e oa bet an testeniekadur d'an itron Christine Kerdraon, Maerez ar gumun, ha d'an itron Fabienne ar Gall, Eilmaerez karget eus ar sevenadur, dilennadez dave evit ar Garta Ya d’ar brezhoneg.

Gant an 10 ober a zo bet kaset da benn gantañ e teu ar yezh war wel : panelloù da vont e-barzh hag e-maez ar gumun, panellerezh diabarzh ha diavaez an ti-kêr, logo, responter, teulioù ofisiel (paper-lizher, pedadennoù ha kartennoù-hetoù divyezhek), kirri ar gumun.

Un gevrat kefridi vloaziek zo sinet etre an Ti-kêr hag an OPAB. Goulenn a ra ingal digant servij Treiñ-Aliañ an OPAB ober war-dro pennadoù-stur kannadig an ti-kêr. Bep bloaz e kemer perzh er c’houlzad da vrudañ ar c’helenn brezhoneg evit an oadourien. A-hend-all e vez diorroet un dalc’had levrioù brezhonek e levraoueg an ti-kêr.

Gant al lusk-mañ evit kas ar brezhoneg war-raok e c'hell bezañ e-sell da dizhout live 2 ar Garta ha da heul digeriñ un hentad divyezhek er gumun.

distreiñ da roll ar c'heleier