Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Al levrig familh divyezhek hizivaet

Web gwelet en he brasañ

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 20/11/2022

Abaoe meur a vloaz ez a war-raok implij al levrigoù-familh divyezhek e Breizh.

Kadarnaet eo an implij-mañ gant an Emglev Stad-Rannvro nevez-sinet gant ar C’hentañ ministr e Roazhon d’ar 15 a viz Meurzh. Evit gwir, merket eo hiviziken e mellad 119 an Emglev eo broudet ar c’humunioù da embann levrigoù-familh divyezhek galleg-brezhoneg.

Evel ensavadur publik melestradurel, ez eo an OPAB an aozadur dave evit treiñ an teulioù ofisiel. Alies ec’h emdro ar reolennadur diwar-benn marilh ar boblañs hag al levrig-familh da-heul. Heuliañ a ra a-dost an OPAB ar cheñchamantoù-se ha nevesaat a ra ingal troidigezh an testennoù reolennel.

En div yezh emañ skrivet an teulioù. Gant se e c’hall an holl diez-kêr ober gant levrigoù-familh divyezhek bremañ hag o reiñ d’an holl familhoù didrabas.

distreiñ da roll ar c'heleier