Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ho hetoù fin ar bloaz e brezhoneg !

Web gwelet en he brasañ

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 06/12/2022

Emañ fin ar bloaz o tostaat hag erruet eo ar poent dija soñjal fardañ ar c’hartennoù hetoù evit Nedeleg hag ar bloaz nevez !

Setu ma kinnig deoc’h an OPAB un nebeud troiennoù evit divyezhekaat ho kartennoù, ho kemenadennoù pe ho posteloù hetoù.
Evel-just ma fell deoc’h personelaat ho troiennoù e c’hell servij Treiñ-Aliañ an OPAB skoazellañ ac’hanoc’h.

Joyeux Noël : Nedeleg laouen

Bonne année : Bloavezh mat

Nous te/vous souhaitons un joyeux Noël et une bonne année 2023 :
Hetiñ a reomp dit/deoc'h Nedeleg laouen ha bloavezh mat e 2023

X vous souhaite une bonne année 2023 :
Hetiñ a ra X ur bloavezh mat deoc'h e 2023

Personelaat gant
l’équipe de … : skipailh …
l'entreprise X : embregerezh X
le personnel : ar c’hoskor (ou koskor X pour le personnel de X)
le (la) président(e) de … : prezidant(ez) ...
le (la) directeur (directrice) de … : rener(ez) ...
la direction de ... : renerezh ...

Meilleurs vœux : Gwellañ hetoù
…à l'occasion de la nouvelle année : …evit ar bloavezh nevez
…pour l'année 2023 : …evit ar bloavezh 2023

Je te/vous présente mes meilleurs vœux : Kinnig a ran ma gwellañ hetoù dit/deoc’h

Je t’/vous adresse mes meilleurs vœux pour l’année 2023 : Kas a ran ma gwellañ hetoù dit/deoc’h evit ar bloavezh 2023

Nous t’/vous adressons nos meilleurs vœux pour l’année 2023 : Kas a reomp hor gwellañ hetoù dit/deoc’h evit ar bloavezh 2023

Nous vous souhaitons une très bonne année 2023, qu’elle vous apporte réussite, santé et prospérité.
Hetiñ a reomp ur bloavezh mat-kaer deoc’h e 2023, salv ma tegaso berzh, yec’hed ha finborte deoc’h.

Je vous souhaite à vous et vos proches une très belle année 2023.
Hetiñ a ran deoc’h ha d’ho tud-nes un bloavezh mat-kaer e 2023.

Nous vous souhaitons à vous et vos proches une très belle année 2023.
Hetiñ a reomp deoc’h ha d’ho tud-nes un bloavezh mat-kaer e 2023.

distreiñ da roll ar c'heleier