An DPKE kentañ o vezañ labelaet d’al live 3 eus ar Garta Ya d’ar brezhoneg eo Kemperle Kumuniezh. Ouzhpenn-se eo bet sinet ar Garta Ya d’ar brezhoneg gant an holl gumunioù (16 en holl) er Gumuniezh Tolpad-kêrioù.
Roet e oa bet al label-se da Sébastien Miossec, Prezidant an DPKE ha maer Rieg, ha da Nolwenn ar C'hrann, Besprezidantez ha dilennadez dave, gant Prezidant an OPAB, Paul Molac, kuzulier-rannvro e Breizh ha kannad 4e pastell-vro ar Mor-Bihan, dirak o diagentourien, Nicolas Morvan ha Marcel Moysan. Dilennidi eus kumunioù hag eus departamant Penn-ar-Bed a oa war al lec’h ivez.
Kroget e oa al lid gant sonerezh, buhezet gant bugale hentad divyezek skol bublik Tremeven hag ar c’houblad sonerien biniou-bombard Dufleit/Gauthier.
32 skol-vamm zo war dachenn Kemperle Kumuniezh, tost un drederenn anezho zo un hentad divyezhek enno. En holl ez eus ouzhpenn 500 skoliad en hentadoù divyezhek.
15 ober eus ar Garta Ya d’ar brezhoneg zo bet kaset da benn gant an DPKE :
- • Pedadennoù ar gumuniezh evit an abadennoù sevenadurel zo divyezhek.
- • Ar responterez zo divyezhek
- • Kartennoù-bizit an dilennidi hag ar gargidi zo divyezhek.
- • Ar paper-lizher zo talbennet en div yezh.
- • Pennad-stur kazetenn ar gumuniezh – ar Mag 16 – zo divyezhek.
- • Ar panellerezh zo divyezhek e sez ar gumuniezh.
- • Ar panelloù zo divyezhek en aveadurioù a laz kumuniezhel.
- • Aozet e vez abadennoù brezhonek en unan eus al lec’hioù ma vez degemeret bugaligoù.
- • Ar gumuniezh a gemer perzh er c’houlzad bloaziek da vrudañ ar c’helenn brezhonek evit an oadourien.
- • An div yezh a zo war girri ar gumuniezh.
- • Plegfollennoù brudañ ha displegañ politikerezh yezh ar gumuniezh zo bet embannet ha skignet, divyezhek int.
- • Enklaskoù da c’houzout piv a oar brezhoneg e-touez implijidi an DPKE a vez kaset da benn bep bloaz.
- • Arc’hantaouet e vez stummadurioù micherel evit ar gargidi a fell dezho deskiñ brezhoneg.
- • Graet e vez gant an div yezh bep tro ma vez staliet panelloù nevez.
- • Ur gevrat-kefridi zo bet sinet etre an DPKE hag Ofis Publik ar Brezhoneg.
Ouzhpenn-se, 7 ober all zo bet kaset da benn gant ar gumuniezh :
- • 5 gwazour brezhonek zo bet tutaet.
- • Arc’hantaouet e vez ur skingomz vrezhonek, Radio Kerne.
- • Plegfollennoù brudañ ar c’helenn divyezhek a vez embannet ha skignet en un doare reoliek.
- • Gant ar Gumuniezh ez eus bet gallet krouiñ Ti ar Vro Bro Kemperle.
- • Pennadoù divyezhek a vez en un doare reoliek e kazetenn ar gumuniezh.
- • Studiadennoù war ar c’helenn divyezhek e tiriad an DPKE a vez kaset da benn en un doare reoliek.
- • Ul levrig divyezhek zo bet embannet, sellet a ra ouzh iliz Intron-Varia-Hanter-Eost