Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ ar Garta Ya d’ar brezhoneg gant Plouneour-Menez

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 24/10/2022

Emañ kumun Plouneour-Menez o vont da gas 10 ober da benn vat evit ar brezhoneg ac’hann fin ar bloaz 2023.

Maer Plouneour-Menez, an ao. Sébastien Marie, en doa degemeret d’an 21 a viz Here 2022 e ti-kêr Plouneour-Menez Prezidant Ofis publik ar brezhoneg, an ao. Paul Molac, evit sinañ ar Garta Ya d’ar brezhoneg.

Prometet ez eus bet gant Ti-kêr Plouneour-Menez kas 10 ober da benn vat dindan 2 vloaz, en ur gemer harp war ar Garta Ya d’ar brezhoneg ha tizhout al live 2.

  • - Panellerezh (oberoù 1 ha 14) :
    Panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, panellerezh-heñchañ divyezhek war takad ar gumun
  • - Kehentiñ ensavadurel (oberoù 2, 10 ha 9) :
  • Kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù sevenadurel pe ket aozet gant an Ti-kêr, Pennad-stur divyezhek er c’hannadig-kêr
  • - Skignañ an anaoudegezh eus ar yezh (oberoù 25 ha 51) :
  • Diorren ha brudañ ar c’helenn divyezhek er gumun (37% eus ar vugale skoliet er gumun a zo en un hentad divyezhek evit ar mare), aozañ abadennoù tañva sizhuniek da nebeutañ e lec’hioù degemer bugaligoù
  • - Darempredoù gant an dud (oberoù 3, 48 ha 52) :
    Politikerezh tuta a gemer e kont ar varregezh “brezhoneg” pa vez tutaet buhezourien ha GWATASMed, kemenn divyezhek war responter ha kemennadennoù-gortoz an ti-kêr.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob