Maer Plouneour-Menez, an ao. Sébastien Marie, en doa degemeret d’an 21 a viz Here 2022 e ti-kêr Plouneour-Menez Prezidant Ofis publik ar brezhoneg, an ao. Paul Molac, evit sinañ ar Garta Ya d’ar brezhoneg.
Prometet ez eus bet gant Ti-kêr Plouneour-Menez kas 10 ober da benn vat dindan 2 vloaz, en ur gemer harp war ar Garta Ya d’ar brezhoneg ha tizhout al live 2.
- - Panellerezh (oberoù 1 ha 14) :
Panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, panellerezh-heñchañ divyezhek war takad ar gumun - - Kehentiñ ensavadurel (oberoù 2, 10 ha 9) :
- Kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù sevenadurel pe ket aozet gant an Ti-kêr, Pennad-stur divyezhek er c’hannadig-kêr
- - Skignañ an anaoudegezh eus ar yezh (oberoù 25 ha 51) :
- Diorren ha brudañ ar c’helenn divyezhek er gumun (37% eus ar vugale skoliet er gumun a zo en un hentad divyezhek evit ar mare), aozañ abadennoù tañva sizhuniek da nebeutañ e lec’hioù degemer bugaligoù
- - Darempredoù gant an dud (oberoù 3, 48 ha 52) :
Politikerezh tuta a gemer e kont ar varregezh “brezhoneg” pa vez tutaet buhezourien ha GWATASMed, kemenn divyezhek war responter ha kemennadennoù-gortoz an ti-kêr.
An evezhiadennoù0