Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Koulzad Plijus 2022

Web gwelet en he brasañ

Brudañ 22/09/2022

Roet e oa bet lañs d'an 23vet koulzad-brudañ ar c'helenn d’an dud deuet gant un emvod-kelaouiñ e Klub ar gazetennerien e Roazhon d’an 12 a viz Gwengolo 2022.

Fulup Jakez, rener an OPAB, gant Paul Molac, kannad er Morbihan ha prezidant an Ofis publik ha Christian Troadec, besprezidant rannvro Breizh e-karg eus yezhoù Breizh, o deus kinniget skeudenn nevez ar c’houlzad diwar-benn an santimantoù ar bloaz-mañ.

Gant an OPAB eo aozet ar c’houlzad bloaziek evit brudañ ar c’helenn d’an dud deuet. Ouzhpenn 250 strollegezh lec’hel a gemer perzh en ur skignañ an dafar el lec'hioù foran. Skignet e vo e Breizh a-bezh ar 5 000 skritell, an 11 000 plegfollenn hag ar 5 000 flyers moullet evit ar c’houlzad 2022.

E-pad an emvod-kelaouiñ eo bet lakaet war wel gant Fulup Jakez distro-skol ar c'hentelioù sizhuniek. Kreskiñ a ra ar c'hinnig gant 4 lec’h nevez ar bloaz-mañ. Kreskiñ a ra ivez kinnig ar stummadurioù hir war an tiriad gant ul lec'h stummadur nevez e Pleiben evit an distro-skol 2022.
Kartenn dasparzh ar yezherien nevez tapet diplom an DBY ganto e 2022 a laka anat e kaver ar muiañ anezho en-dro d'an tolpadoù bras.

Paul Molac en deus lakaet war wel pegen pouezus eo ar c'hentellioù noz. Alies a-walc'h e vezont un taol-lañs evit mont gant ur stummadur hir ha labourat goude-se gant ar brezhoneg.

Christian Troadec en deus lakaet war wel emell ar rannvro war tachenn ar stummañ.

Gant Fulup Kere, rener Deskiñ d’an Oadourien (DAO), eo bet displeget ar c'hinnigoù all a-seurt gant :
- an deskerezh hiron o kreskiñ (kenaozad an deskiñ enlinenn gant an deskiñ tal-ouzh-tal),
- ar stummadurioù evit kerent ar skolidi a zo un ahel strategel,
- devezhioù stummadur pe stajoù dre soubidigezh ken niverus ha d'ar mare a-raok ar c’hleñved-red.





Diplomidi DBY dre DPKE Gouere 2022 Diplomidi DBY dre DPKE Gouere 2022

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0