Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol 2022 : 11 digoradur er 1añ derez divyezhek

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 01/09/2022

11 hentad nevez zo bet digoret er 1añ derez er bloaz-mañ.

11 hentad nevez zo bet digoret er 1añ derez er bloaz-mañ.
E akademiezh Roazhon emaint holl, o vezañ m’eo bet nac’het an holl raktresoù en akademiezh Naoned gant an Deskadurezh-Stad, evel warlene. Ar 7vet bloavezh da heul gant ouzhpenn 10 digoradur en distro-skol eo. Un emdroadur don ha pouezus eo, frouezh an emglev Stad-Rannvro Breizh ha labour an Ofis publik war an dro met un disoc’h un tamm izeloc’h eget warlene (12). Evit tizhout pal an 30.000 skoliad e 2027 diouzh an emglev Stad-Rannvro 2022-2027 e vo ezhomm mont gant ul lusk fonnusoc’h.

E-giz ar bloavezhioù tremenet emañ ar braz eus an digoradurioù er publik (9). Koulskoude, ar programmadur aktet evit 2022/2023 n’eo bet kaset da benn nemet evit 45% anezhañ hepken. En Deskadurezh katolik ez eus 2 zigoradur. N’eus ket bet digoret skolioù ouzhpenn gant Diwan.

Al lec’hioù nevez a c’hell bezañ gwelet war ar gartenn-mañ.

Web gwelet en he brasañ

En eil derez ez eus bet digoret 3 hentad nevez er skolajoù publik (Kastell-Nevez-ar-Faou, Lokournan ha Sine) hag addigoret eo bet hentad S.Brieg. 1 lise publik ouzhpenn zo gant un hentad divyezhek (Kemperle). Gant an Deskadurezh katolik ez eus bet digoret 1 hentad nevez, e Gregam.

E dibenn miz Gwengolo e vo anavezet an niver a skolidi divyezhek evit ar bloaz-mañ.

Gouzout hiroc'h

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0