Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2022

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 25/03/2022

Grit anaoudegezh gant loreidi 2022 Prizioù dazont ar brezhoneg

Sed aze an disoc'hoù, diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc'het d'an 23 a viz Meurzh.

Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz

Priz kentañ : Brendan Guillouzic-Gouret ha Tifenn Merien, evit bezañ deuet a-benn da gaout ul levrig-familh divyezhek digant Ti-kêr Naoned ha bezañ kouet an ti-embann Timilenn

Eil Priz : Bleuñvenn Konan, a ginnig troioù-bale e bro Dreger heñchet e brezhoneg

Trede Priz : Morgan Gilet, evit bezañ krouet an aroload Kwizh Brezhoneg

Rummad Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

Priz kentañ : TES (Ti-embann ar Skolioù), evit bezañ krouet an arload Kiou

Eil Priz : SDIS 29 (Servij-departamant an tanioù-gwall hag ar sikourioù 29), evit bezañ savet ur benveg pedagogel evit talvoudekaat lec’hanvadurezh Breizh hag aesaat e labour

Trede Priz : Mor-Bihan Gwened Tolpad-kêrioù, evit e bolitikerezh yezh er vuhez foran : panellerezh, lec'hienn internet, strollad-labour an dilennidi, skritelloù bras, stignad Ma Bretagne à l’école...

Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

Priz kentañ : Miltamm, stummadurioù war ar brezhoneg evit an dud a labour e bed ar Vugaligoù

Eil Priz : Treebal (SAS), evit bezañ krouet ur postelerezh prim e brezhoneg

Trede Priz : Bagadini, evit bezañ savet ul levrig gant vignetennoù divyezhek evit brudañ ar bagadoù

Rummad Kevredigezhioù

Priz kentañ : Stumdi ha Ti ar Vro Gwengamp, evit ar stummadurioù kenaozet ganto diwar-benn micherioù ar skingomz hag al liesvedia

Eil Priz : Splann !,media kevredigezhel divyezhek kentañ e Breizh gouestelet d’ar c’hazetennerezh enklask

Trede Priz : Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, evit bezañ krouet ur greizenn-dudi e brezhoneg

Rummad Levr gwellañ e brezhoneg

Priz kentañ : Jorj Abherve-Gwegen, evit e romant « Morlenn », embannet e ti an Alarc’h

Eil Priz : Goulc’han Kervella, evit e romant « Mehdi divroad », embannet gant Skrid

Trede Priz : Fañch Peru, evit e levr danevelloù « E seizh avel ar bed », embannet e ti Skol Vreizh

Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

Priz kentañ : Youn Kamm, evit e bladenn « Treizh », embannet gant l’Usinerie Production

Eil Priz : Perynn Bleuven hag Elise Desbordes, evit « Emezi », embroduet

Trede Priz : Denez Prijent, evit e bladenn « Stur an avel », embannet gant Coop Breizh Musik

Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled

Priz kentañ : Goulwena an Henaff, evit bezañ sevenet an teulfilm « Dañsal dindan ar glav »

Eil Priz : Soazig Daniellou, evit bezañ sevenet ar film polis « Noz »

Trede Priz : Nicolas Le Borgne, evit bezañ sevenet eil koulzad ar stirad « Fin ar bed »

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0