D’ar 5 a viz Meurzh en deus resevet Guillaume Bégué, Maer Liverieg, label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg digant Paol Molac, Prezidant an OPAB, dirak ouzhpenn 80 den, en o zouez Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, Denez Marchand, besprezidant Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen, dilennidi all, kevredigezhioù, kelennerien, familhoù ha skolidi an hentad publik divyezhek.
Startijenn zo bet gant skolidi an hentad divyezhek evit luskañ an abadenn gant ur ganaouenn, ur fablenn hag atersadennoù.
Dindan 2 vloaz ez eo deuet Kumun Liverieg a-benn da gas ar 5 ober bet votet gant ar c’huzul-kêr e 2018 : panelloù mont tre ha mont e-maez divyezhek, kelenn divyezhek, dalc’had levrioù brezhonek, koulzad bloaziek da vrudañ ar c'helenn evit an oadourien...
Degaset en deus P. Molac da soñj ar pouezus m’eo ar c’helenn divyezhek hag en deus tapet plas an treuzkas er familhoù hiziv an deiz e Breizh. Reiñ a ray al lezenn nevez anvet Molac an tu da vont war-zu hollekaat ar c’helenn brezhoneg e Breizh. Distro eo ar Maer war istor an hentad divyezhek hag ar berzh a ra abaoe e zigoradur e 2015.
Prezidant ar Rannvro en deus lakaet roll an OPAB en a-raok, anezhañ “ostilh ar strollegezhioù e servij an tiriadoù” hag ar ret m’eo d’an holl strollegezhioù bezañ oberiant ha kemer perzh er politikerezh yezh.
An evezhiadennoù0