Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ar Mor-Bihan : kentañ Kuzul-departamant gant ar garta “Ya d’ar brezhoneg”

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 22/02/2022

Sinet e oa bet ar garta gant an ao. David Lappartient, prezidant ar C’huzul-departamant, hag an ao. Paul Molac, prezidant an OPAB d’an 21/02/22.

Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) a ginnig ar garta « Ya d’ar brezhoneg » d’ar strollegezhioù tiriadel evit labelaat ar politikerezhioù yezh lakaet e plas.

229 kumun ha 15 diazezadur publik a genlabour etrekumunel o deus votet un divizadeg c’hoazh evit kas da benn oberoù da ziorren implij ar brezhoneg e stern an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Ouzhpenn 2 vilion a Vretoned hag a Vretonezed a vev en ur strollegezh bet sinet ar garta ganti.

Gant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan ez eus bet divizet mont gant al lusk-se d’e dro. Sinet ez eus bet gant an OPAB ur c’henemglev palioù evit ar prantad 2022-2026 war diazez ar garta « Ya d’ar brezhoneg ».

23 ober zo rakwelet kas da benn hag an departamant kentañ e vo o vont gant hent an testeniekadur kinniget gant an Ofis Publik.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0